AN DISKOULMOÙ EVIT OBER BUANOC’H AR CHEÑCHAMANT DOARE ENERGIEZH
AN DALC’H A ZEU E 2019
Derc’hel a ra saloñs an diskoulmoù evit ar cheñchamant doare energiezh da vont gant e hent. Gant ar saloñs kentañ doare « B to B » (etre embregerezhioù) e miz Du 2017, e oa bodet dek diskouezer ha tri-ugent, e oa bet dedennet ur miliad a dud hag e oa bet degemeret Nicolas Hulot, Ministr ar cheñchamant a-fet ekologiezh ha kengred. Reiñ a reomp emgav deoc’h e 2019, d’ar 27 & d’an 28 a viz Du 2019, gant :
4 ZEM BRAS :
ENERGIEZHIOÙ NEVEZADUS
EFEDUSTED AN ENERGIEZH
FIÑVUSTED PADUS
ROUEDADOÙ NAOUEK
2 DEM OUZHPENN :
MERAÑ AN DANVEZIOÙ
POSTADURIOÙ GLAS
CHEÑCH ENERGIEZH BUANOC’H :
- evit diskouez ur sell hollek war an obererezhioù hag an teknologiezhioù
- evit brudañ ho tiskoulmoù hag ho nevezadennoù
- evit talvoudekaat ar pezh a zo bet graet hag ar raktresoù en ho kornioù-bro
- evit sikour kas raktresoù da benn ha sikour an diorren ekonomikel.
UR C’HOANT DOUBL :
- dont da vezañ ar saloñs dave gouestlet d’ar cheñchamant energiezh, er rannvro hag en tu all d’he harzoù
- ouzhpennañ ur vent etrebroadel en ur ginnig d’ar weladennerien europat ul lec’h da vont war marc’had an diskoulmoù evit ar cheñchamant doare energiezh.
Dindan paeroniezh Ministrerezh ar Cheñchamant a-fet ekologiezh ha kengred.
DEUIT E DAREMPRED GANEOMP

Alain Collet
06 62 48 46 04
alain.collet@breizh-transition.bzh