AN DISKOULMOÙ EVIT OBER BUANOC’H AR CHEÑCHAMANT DOARE ENERGIEZH

AN DALC’H A ZEU E 2019

Derc’hel a ra saloñs an diskoulmoù evit ar cheñchamant doare energiezh da vont gant e hent. Gant ar saloñs kentañ doare « B to B » (etre embregerezhioù) e miz Du 2017, e oa bodet dek diskouezer ha tri-ugent, e oa bet dedennet ur miliad a dud hag e oa bet degemeret Nicolas Hulot, Ministr ar cheñchamant a-fet ekologiezh ha kengred. Reiñ a reomp emgav deoc’h e 2019, d’ar 27 & d’an 28 a viz Du 2019, gant :

4 ZEM BRAS :

ENERGIEZHIOÙ NEVEZADUS

EFEDUSTED AN ENERGIEZH

FIÑVUSTED PADUS

ROUEDADOÙ NAOUEK

CHEÑCH ENERGIEZH BUANOC’H :

  • evit diskouez ur sell hollek war an obererezhioù hag an teknologiezhioù
  • evit brudañ ho tiskoulmoù hag ho nevezadennoù
  • evit talvoudekaat ar pezh a zo bet graet hag ar raktresoù en ho kornioù-bro
  • evit sikour kas raktresoù da benn ha sikour an diorren ekonomikel.

UR C’HOANT DOUBL :

  • dont da vezañ ar saloñs dave gouestlet d’ar cheñchamant energiezh, er rannvro hag en tu all d’he harzoù
  • ouzhpennañ ur vent etrebroadel en ur ginnig d’ar weladennerien europat ul lec’h da vont war marc’had an diskoulmoù evit ar cheñchamant doare energiezh.

Dindan paeroniezh Ministrerezh ar Cheñchamant a-fet ekologiezh ha kengred.

DEUIT E DAREMPRED GANEOMP

Alain Collet

Alain Collet

Penn raktres

06 62 48 46 04
alain.collet@breizh-transition.bzh

Lucie Morvan

Lucie Morvan

Skoazellerez

02 98 52 01 44
contact@breizh-transition.bzh

Avec nos remerciements à l’Office de la Langue Bretonne